Papa Souris ne trouve pas le sommeil car son bébé entend des bruits et a besoin de son père pour le rassurer. Il faut néanmoins qu'il trouve un moyen pour dormir
Ne c'hell ket kousket Babig Logodenn abalamour d'an holl drouzioù iskis a glev en noz-mañ. Petra zo o c'hwezhañ hag o sutal ? Piv zo o stekiñ ouzh ar prenestr ? Ha daoust hag un tasmant eo zo oc'h huchal "Ou - Ou" ? Aon ruz en deus Babig Logodenn. "Gallout a ran dont ez kwele ?" a c'houlenn Babig Logodenn digant e dad. Gouzout mat a ra Tadig Logodenn eo dav da Vabig Logodenn deskiñ kousket en e wele e-unan hag ober gant ar pezh a ra aon dezhañ...